ROAZHON WAR RODIGOÙ - 20 & 21 Mae 2017 !
Eus ar 20 betek ar 21 a viz Mae e vo dalc’het Roazhon war rodigoù evit an 35vet gwech

Aozet eo Roazhon war rodigoù gant Kelc’h Paul Bert gant sikour Kêr Roazhon. An digarez eo da reiñ enor d’ar roller e meur a vod e kreiz-kêr e-pad un dibenn-sizhun : redadegoù, baleadegoù, roller gwevn hag abadennoù ma c’hallo pep hini ober taolioù-esae, c’hoari ouzh ar re all, bezañ souezhet da-geñver un darvoud sport pobl ha digoust a vez kinniget bep bloaz.

   

Baleadegoù
Ar Rodoù Dizalc’h, d’ar Sadorn 20 a viz Mae eus 18e00 da 21e00 gant DJ WONDERBRAZ
- Ar Rando'pop, d'ar Sul 21 a viz Mae etre 11e00 ha 13e00 gant ar BAGAD KADOUDAL hag KELC'H KELTIEK eus Gwern-ar-Sec’h 

Redadegoù :
- Ar S’MI Roller, d’ar Sul 21 a viz Mae etre 9e00 ha 10e30 
- Ar Maraton Broadel Master, d’ar Sul 21 a viz Mae etre 9e00 ha 10e45 
- Ar Maraton Etrebroadel Senior, d'ar Sul 21 a viz Mae etre 15e30 ha 17e15, Kib roller tizh ar bed ! gant ar 
BAGAD KADOUDAL hag KELC'H KELTIEK eus Gwern-ar-Sec’h

War Reper ar Jeneral de Gaulle, abadenn freestyle (gant DJ WONDERBRAZ) freeride hag BMX

 

Keleier : www.rennesurroulettes.com / www.facebook.com/rennessurroulettes.com / https://twitter.com/CPB_RSR